Div

Réalisé par Emmanuel Roy

Court-métrage | 20XX | 20 min.

Div int, mignonezed tost war ar pemdez, ma n’eo ket muioc’h c’hoazh. Pep hini avat he deus he diverr-amzer muiañ-karet : Bleuenn a blij dezhi fiziañ he c’horf noazh da selloù arzour.ien.ezed, Stéphanie a zo tik gant ur sport ma vez stokoù rust.

Ha tremenet eo oad aour o santimantoù an eil e-keñver eben? Bleuenn a garfe derc’hel d’al liamm, daoust pe zaoust. Neoazh ne doullont ket ar memes erv, ha dirouestlañ a ra o flanedennoù, diremed.

Emmanuel Roy

E Roazhon emañ Emmanuel Roy o chom. Aet eo da rener ar skeudenniñ en tu all da 25 bloaz ‘zo. Goude bezañ desket e vicher en Ecole Nationale Supérieure Louis Lumière, en deus labouret dreist holl war dachenn an teulfilmoù.

A vloaz da vloaz er c’heit amzer-se, dre un niver bras a filmoù liesseurt ha disheñvel, a-gevret gant kalz a sevener.ien.ezed, en deus bet tro da gemer perzh e dibaboù niverus, evit a sell ouzh an teknik kement hag ouzh ar genedoniezh pe an istor.

Ar brezhonek en deus lakaet en e soñj deskiñ kerkent hag en oad-gour, diwar hêrezh e dud kozh. He c’hoant da seveniñ e filmoù dezhañ a zo ganet stag ouzh ar c’hoant da virvilhat ar c’hrouiñ brezhonek evit ar skrammoù skinwel ha sinema. Deuet ar c’hoantoù-se ‘zo da wir abaoe 2016, e bed ar faltazi kement hag an teulfilmoù. Div eo e eil film berr, goude Ar mor atav (34mn – 2017) ‘oa bet bannet e Gouel ar Filmoù dija.

 

Fichenn deknel

Durée : 22’01’’
Année : 2023

Avec : Mona Caroff, Tifenn Linéatte, Ylva Fowler, Eddy Frogeais, Quentin Morvan, Laors Skavenneg, Yann-Herle Gourves, Kaou Langoet, Nolwenn Korbell, Marie Bès de Berc.

Scénario et réalisation : Emmanuel Roy
Production : Anna Lincoln

Assistanat à la réalisation : Mai Lincoln
Direction de la photographie : Avel Corre
Son : Julien Abgrall