> Filmoù > Stummoù berr
Marvailhoù mor an hirwazh
Ur splujadenn evit dizoloiñ donderioù mor Breizh.
Seveniñ Yann-Ildut Galliou
1. AN TRAEZH : Graet eo an traezh gant greunvaen bruzhunet. Un endro pinvidik gant buhezioù diniver eo. Broudañ a ra an traezh ar boudoù bev da ober kemmoù souezhus.
2. AR MORGAZH : N’eus netra boutin gant ar morgazh. Ront eo a-wechoù, moan a-wechoù all. Diwall a ra bepred ouzh e stumm. Gweñv ha blot penn-da-benn estreget ur beg bihan. Gouest eo ar morgqazh da cheñch liv ha danvez a-benn drezevelliñ e endro ha chom hep bezañ gwelet.
3. AR BEZHIN : E donvor Molenez, e kaver koadeier ivez, ar bezhin an hini eo. E-touez stummoù koshañ ar vuhez war an douar eo ar bezhin, reiñ bod ha boued a ra d’un toullad spesadoù. A-drugarez d’ar bezhin e vez ar vuhez hag ar spesadoù o liesaat.
4. AN AMOKO : E Portsall emañ peñse an Amoco Cadiz. Aet eo d’ar strad e 1978. Daoust dezhañ bezañ da 30 metrad donder e tiaweler cheñchamantoù war an eoul-lestr. Tamm-ha-tamm emañ ar bezhin hag an ognon-mor o krigañ kouc’h ar vag. Evit poent e chom atav re drouzus ar peñse evit ma c’hellfe bleunviñ ar vuhez.
5. AN NOZ : Emañ an noz o serriñ war mor an Hirwazh. Dont a ra an dour da vezañ an dour teñvaloc’h teñvalañ e liv. N’eus diforc’h ebet etre an noz hag an deiz evit annezidi ar meurvor. Dont a ra ar c’hoant da zebriñ gant an noz o serriñ. A-benn warc’hoazh mintin e vo marv kalzik eus al loened.
6. JELAENN AR MOR : Ar meurvor a c’holo darn vrasañ eus hor planedenn. Er meurvor eo e teuas ar vuhez war wel. Koulskoude e c’heller soñjal ne weler ket kalz a draoù o splujañ e-kreiz ar mor glas. Gaou toud ez eo.
7. AR MARC’H MOR : Er geot-mor e kuzh ul loen dreist-ordinal. Daoust ma ‘z eo diaes krediñ, ur pesk eo ar marc’h-mor.
8. KRESTENNEGED : Evit chom bev e kav pep spesad doareoù da chom kuzh. A-wechoù e c’hellont ivez kaout sikour spesadoù all ha bevañ asambles, o krouiñ evel-se un emglev kenskoazell kenetrezo.
9. REUNIGED : Ul loen brudet eo ar reunig gris e morioù Breizh. Bevañ a ra e parkeier bezhin, gant e genseurted peurliesañ. Plijout a ra d’ar reunig c’hoari ha kuriuzenniñ, evel ma plij d’an den ober. Krouiñ a ra kement-mañ ul liamm etrezo ha ni.
Fichenn deknel
Version originale : français, breton
Seveniñ : Yann-Ildut Gallio avec la participation de Lisa Mahé
Produiñ : Anna Lincoln
Texte : David Wahl
Voix : Yann-Herle Gourvès
Skeudenn : Yann-Ildut Galliou
Sonerezh orin : Edgar Imbault
Frammañ : Nico Peltier
Frammañ son : Pablo Salaün
Sonveskañ : Pablo Salaün
Keita : Nico Peltier
Titrage : Benjamin Grégoire
Une production Kalanna avec la participation de France Télévisions et le soutien de la Région Bretagne