> Keleier
An heuliad faltazi radio TOURMANT

Setu distro ar skipailh eus div sizhunvezh enrollañ fromus ha stank dindan heol Eusa evit krouiñ an heuliad faltazi radio TOURMANT !
Pell eus an douar bras eo bet bodet ganeomp 16 arzour ha teknisian a-benn krouiñ un heuliad dibar evit an dud deuet. Mall ‘zo warnomp kinnig ar raktres-mañ d’ar selaouerien en diskar-amzer war gwagennoù Arvorig FM, Radio Naoned, Radio Kerne ha lec’hienn Heklev Podkast !
Mersi bras d’an Teatr Piba, da z/Dizale ha d’an ESKAL !
Un heuliad enrollet gant skoazell Rannvro Breizh – Région Bretagne.


