• Breton
  • Français
 
Krouet eo bet KALANNA e 1997 gant ur strollad sevenourien entanet gant yezh ha sevenadur Breizh. «Brezhoneg ‘leizh o fenn » teulfilm kentañ bet produet gant an embregerezh a zo arouez an hent bet dibabet ganeomp. Skignet war Frañs 3 ha Frañs 5, an teulfilm gouestlet da liseidi kentañ Diwan en deus gounezet priz ar juri er C’heltic Media Festival war enezenn Skye e 1999.
 
 
Merc'her 15 a viz C'hwevrer 2012
D’ar 27 a viz Genver oa bet dalc’het abadenn ar Prizioù 2012 kenaozet gant Ofis Publik ar Brezhoneg ha France 3 Breizh. Aet eo ar priz kentañ ar bloaz-mañ er rummad teulfilmoù gant Mai Lincoln hag Erwan Kermarrec evit an teulfilm: Din-me da c’hoari ! Aet eo ar maout gant...
 
Merc'her 11 a viz Genver 2012
DISTRO GWENN, ur film faltazi skrivet gant Aziliz Bourgès, sevenet gant Soazig Daniellou a vo skignet d’ar Yaou 19 a viz Genver da 8e30 noz war Ty télé, 8e40 noz war TVR ha 8e45 noz war Tébéo. Distro eo Gwenn, ur vaouez yaouank 30 vloaz da Lann Vraz, ar geriadenn he doa kuitaet pemp bloaz...
 
Meurzh 13 a viz Kerzu 2011
Lañset eo bet ar miz paseet lec’hienn nevez France 3 Breizh, hag abaoe ez eus tu deoc’h sellet ouzh an holl abadennoù brezhonek en-linenn ! Setu un nebeut liammoù evit filmoù Kalanna :   DISTRO GWENN, ur film faltazi skrivet gant Aziliz Bourgès, sevenet gant Soazig...
 
 
Sul 11 a viz Kerzu 2011
France 3 Breizh ha Kalanna a ginnig deoc'h DISTRO GWENN, ur film faltazi skrivet gant Aziliz Bourgès, sevenet gant Soazig Daniellou. Distro eo Gwenn, ur vaouez yaouank 30 vloaz da Lann Vraz, ar geriadenn he doa kuitaet pemp bloaz ‘zo evit bevañ en Arc’hantina. He breur yaouank...
 
Meurzh 06 a viz Kerzu 2011
France 3 Breizh, Sinema L'Image ha Kalanna o deus ar blijadur da bediñ ac'hanoc'h da rakskignadenn DISTRO GWENN, ur film faltazi sevenet gant Soazig Daniellou, skrivet gant Aziliz Bourgès. D'ar gwener 9 a viz Kerzu, da 6e30 noz er Sinema L'Image e Plougastell-Daoulaz (29...
 
Yaou 01 a viz Kerzu 2011
Hiziv, digoradur ofisiel lec’hienn nevez Kalanna. Amañ ‘vo tu deoc’h kavout keloù diwar-benn filmoù nevez Kalanna met ivez titouroù war filmoù koshoc’h. War hon bajenn facebook ez eus tu deoc’h heuliañ ac’hanomp ivez. Al lec’hienn a zo bet krouet gant...
 
 
Merc'her 16 a viz Du 2011
Tébéo, Ty télé, TVR 35 ha Kalanna a ginnig deoc'h Munutenn hanter Charlez ar Gall, un teulfilm gant Soazig Daniellou skignet d'ar 24 a viz Du da 9e15 noz war Tébéo. Charlez Ar Gall, aet da anaon 'bloaz 'zo a oa mouez ar vrezhonegerien er radio hag en tele etre 1958 ha 1973. E-...
 
Merc'her 16 a viz Du 2011
France 3 Breizh ha Kalanna a ginnig deoc'h "SAFAR eus pondi da Zanzibar", un teulfilm gant Ronan Hirrien.   E 2009 e oa bet pedet Safar, ur strollad sonerezh taarab eus Zanzibar, e gouel bombarderien ar bed e Klegereg, abalamour ma vez sonet gant ar zumari, bombard Zanzibar...
 
Meurzh 18 a viz Here 2011
Abaoe un nebeut bloavezhioù bremañ, miz Du a zo deuet da vezañ miz an teulfilmoù. Deuit 'ta da sellet "Hentoù 70", un teulfilm gant Mathieu Herry ha Roland Michon! - D'ar yaou 3, da 8e30 noz e Plouarzel, Mediaoueg - D'ar gwener 4, da 10e30 ha da 8e30 noz e Pont-ar-...
 

Pages

Kalanna production
Espace Grand Large
Quai de la douane / Porzh Treiñ
29200 BREST
Tel/Fax : +33 (0)2 98 46 49 87